Barzhoniezh nevez (Poésie nouvelle en Bretagne)
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.


Faire connaître et fédérer les énergies poétiques de Bretagne !
 
AccueilAccueil  RechercherRechercher  Dernières imagesDernières images  S'enregistrerS'enregistrer  Connexion  
Le Deal du moment : -39%
Pack Home Cinéma Magnat Monitor : Ampli DENON ...
Voir le deal
1190 €

 

 Moonly Day

Aller en bas 
2 participants
AuteurMessage
Mister K




Nombre de messages : 19
Date d'inscription : 23/01/2007

Moonly Day Empty
MessageSujet: Moonly Day   Moonly Day Icon_minitimeVen 18 Mai - 18:57

Chetu un devezh koantig èl ar loar
Leun-barr a vousc’hoarzhin
Dre ma gerioù skrivet doc’h liv an heol din
Leun-chouk a vugale é c’hoari
Ha tud añsien é kaniñ

Kas a ran deoc’h liv glas an neañv

Deomp ni hon daou
Da gaout un devezh splann ha glann
Chetu erruet amzer an tan
Hag amzer ar paotred fur
Amzer ar merc’hed
Hag amzer ar re o doa ankouaet pell zo
Penaos a ya an amzer er maez a oad
En ur lâre “Gwelet e vo”

Chetu un devezh koantig èl ar loar

I love you and I wish you were here

Farandolennoù am eus aveidoc’h
leizh ma dorn
Steredennoù ma c’harantez
leizh ma forn anehi
Ma c'harantez é splanniñ doc’hoc’h
aveit monet asambles ba lec’hioù frankiz
a-dreuz hon nozvezhioù-ni
Gwisket get voulouz
O daoulagad teñval ha don
é parañ doc’homp

I love you and I wish you were here

Chetu aveidoc’h
Ma oabl-din, glas ha pur
Komzoù a c’harantez
Komzoù flour
Aveit luskellat dour me daeroù
Komzoù lâret get ur plac’hig fur
D’ar galon ur paotrig “en amour”
kalon dirollet dehañ
Ur galon hag a ya hag a za
Hañval an heol
Hag a ya hag a za

I love you and I wish you were here

Tapet en ho kaouidell ne vin ket ken
Nameit ma faot din debriñ ho koumoul
Ar c’houmoul hag a vez kavet
Tro-dro
Ho kalon
Hag a zo bet dilezet
Ho kalon karet
Hag a ya hag a za…

I love you and I wish you were here

Mister K
Moonly Day...'07
Copyright Future Flavaz
© All rights reserved.
Revenir en haut Aller en bas
Ólöf




Nombre de messages : 53
Localisation : Breizh-35/IS-101
Date d'inscription : 19/12/2006

Moonly Day Empty
MessageSujet: Re: Moonly Day   Moonly Day Icon_minitimeLun 21 Mai - 12:22

Souezhus! Sabatuet on-me... Brav an destenn hag al loar zo e-barzh, sklaer eo din. N'eo ket skrivet e peurunvan, ha n'on ket sur 'm eus komprenet pep tra mat, met skrivet brav eo avat. Ret e vefe dit treiñ ar bamm-se, Aotroú K, evit strobinellañ ivez an dud a lenn galleg hepken. Trugarez...
Revenir en haut Aller en bas
Mister K




Nombre de messages : 19
Date d'inscription : 23/01/2007

Moonly Day Empty
MessageSujet: Re: Moonly Day   Moonly Day Icon_minitimeMar 22 Mai - 10:18

Thanks bras Olof :)) Skrivet eo an destenn-mañ e peurunvan med gant stumm Bro-gwened lakaet e-barzh, stumm Brezhoneg deus Bro-Gwened da lavaret eo.
Ar pezh lavar : "strobinellañ an dud" a blij din ur bochad (kalz) :))
Graet e vo ganin neuze :)) Strobinellet vo an dud (I hope)

Mister K.
Revenir en haut Aller en bas
Ólöf




Nombre de messages : 53
Localisation : Breizh-35/IS-101
Date d'inscription : 19/12/2006

Moonly Day Empty
MessageSujet: Re: Moonly Day   Moonly Day Icon_minitimeMar 22 Mai - 12:57

N'ouzon ket, marteze ne vefe ket brezhoneg "reizh" penn-da-benn lavar an dra-se, strobinellan an dud... met n'eo ket arabat ober e barzhoniezh. Gortoz a ran evit an droidigezh e galleg, neuze. :-) Marteze e vo unan all e islandeg, piv a oar?
Revenir en haut Aller en bas
Mister K




Nombre de messages : 19
Date d'inscription : 23/01/2007

Moonly Day Empty
MessageSujet: Re: Moonly Day   Moonly Day Icon_minitimeMar 22 Mai - 15:37

lol, en islandeg ? Plijadur dispar 'vehe (e vefe) :))) Med gant piv 'vo graet such a marvel ? Me a oar ar respont :))

Ce qui est interressant dans la traduction c'est le plaisir de s'approprier le texte en le coloriant avec une autre langue

Mister K.
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé





Moonly Day Empty
MessageSujet: Re: Moonly Day   Moonly Day Icon_minitime

Revenir en haut Aller en bas
 
Moonly Day
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Barzhoniezh nevez (Poésie nouvelle en Bretagne) :: Barzhoniezh nevez (Poésie nouvelle en Bretagne) :: Bardes à vos poèmes !-
Sauter vers:  
Ne ratez plus aucun deal !
Abonnez-vous pour recevoir par notification une sélection des meilleurs deals chaque jour.
IgnorerAutoriser